Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/260

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
6 Ebrel
sant selestin

Mamm da Zoue, pedet evidomp-ni, pec’herien, breman hag en heur eus ar maro ! »

Sebeliet e oe Selestin en bered Priskilla, d’ar 6 a viz ebrel 432.

————


KENTEL


Ar C’honsilou-meur


An Iliz he deus bet da stourm a holl viskoaz : ouz ar Judevien hag ouz ar baganed, da gentan, enebourien an diavêz ; ouz an heretiked hag ouz ar schismatiked goude-ze, enebourien an diabarz.

Ar rumm kentan a glaske lazan he c’horf ; an eil a glaske lazan hec’h ene. An Iliz he deus trec’het ane holl, darn dre ar verzerenti, darn-all dre ar c’honsilou.

Eur c’honsil a zo eur bodad eskibien galvet, en doare merket gant an Iliz, d’en em gaout el lec’h-ma-lec’h, evit en em glevet war dreo ar relijion.

Ar c’honsil a zo meur pe bihan, herve ma c’halver ennan eskibien ar bed holl, pe re eur vro hepken.

Eur c’honsil, evit bezan meur, a dle, da gentan, bezan digoret gant ar pab, pe dre e urz, pe da vihanan, gant e ôtre.

En e benn e tle bezan ar pab, pe da vihanan, e gannad.

Kement a ve grêt ennan a dle bezan kavet mat gant ar pab.

Pa ve an tri dra-ze, ar c’honsil a zo meur ha n’hell ket fazian ; ahend-all e c’hellfe, rak an Iliz n’eman nemet elec’h m’eman Per.

(Rei a reomp e traou ar pajennou 258, 259 ha 260 hano an holl konsilou-meur)




Bet zo ugent konsil-meur :


Ar Ia Konsil en Nise (325), a gondaonas Arius, ne anaveze ket Jezuz-Krist evit bezan Doue.

318 eskob a oa er c’honsil-ze.

An IIt en Konstantinopl (381), a gondaonas Masedonius, ne anaveze ket ar Spered-Santel evit bezan Doue.

186 eskob a oa er c’honsil-ze.

An IIIt en Ephes (431), a gondaonas Nestorius, a lavare e oa daou bersonach en Jezuz-Krist, ha ne anaveze ket Mari evit bezan Mamm da Zoue.

198 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar IVe en Kalsedoan (451), a gondaonas Eutyches, a lavare ne oa nemet eun natur en Jezuz-Krist.

600 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar Vet en Konstantinopl (553), a gondaonas Theodor a Vopsuest, Theodoret hag Ibas, diskibien Nestorius.

164 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar VIet en Konstantinopl (680-681), a gondaonas Theodor, eskob Pharan, hag ar re a lavare gantan ne oa nemet eur volonte en Jezuz-Krist.

170 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar VIIet en Nise (787), a gondaonas an impalaer Leon an Isaurian hag ar re a lavare gantan terri skeudennou ar zent.

350 eskob a oa er c’honsil-ze.

An VIIIet en Konstantinopl (869-870), a gondaonas Photius, an hini a bignias, dre laer, war gador eskob Konstantinopl hag a zispartias Iliz ar zav-heol diouz Iliz ar c’huz-heol.

108 eskob a oa er c’honsil-ze.

An IXet en Latran, en Rom (1123), a reas an emgleo etre an Iliz hag ar Gouarnamant ; a embannas gwiriou pep-hini ; a gondaonas gwerzidigez ar c’hargou-Iliz ha dimezi ar veleien.

300 eskob a oa er c’honsil-ze.

An Xet en Latran, en Rom (1139), a gondaonas Per a Vruys, a lavare diskar an ilizou ; chom hep badezi ar vugale arôk o seiz vla ; chom hep adori ar groaz ; n’eman en sakramant an Oter na korf na gwad Jezuz-Krist ; eo didalvoud pedi evit ar re varo.

1000 eskob, pe dost, a oa er c’honsil-ze.

An XIet en Latran, en Rom (1179), a startaas an emgleo etre an Iliz hag ar Gouarnamant.

500 eskob a oa er c’honsil-ze.

An XIIet en Latran, en Rom (1215), a oe kôzeet ennan eus brezeliou ar Groaz hag a embannas an daou c’hourc’hemenn-man :

Eur wech ar bla, da vihana,
E kovesaï hep nac’h netra ;
Ha da Grouer a resevi,
Da Bask, devotan ma c’helli.

412 eskob a oa er c’honsil-ze.

An XIIIet en Lyon (1245), a ziskaras diwar e drôn Frederik, impalaer an Alamagn, eur prins fallakr ha kasaet gant an holl.

250 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar XIVet en Lyon (1274), a unanas Iliz ar zav-heol ha hini ar c’huz-heol : an unvaniez-ze ne badas nemet eiz vla.

500 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar XVet en Vienn (1311-1812), a dorras Urz ar Venec’h ru.

300 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar XVIet en Konstans (1414-1418), a lakas fin d’an dizunvaniez a oa en Iliz Rom, nao bla ha tregont a oa.

211 eskob a oa er c’honsil-ze.

Ar XVIIet en Florans (1438-1443), a unanas, evit an eil gwech, Iliz ar zav-heol ha hini ar c’huz-heol : an unvaniez-ze ne badas tamm.

200 eskob a oa er c’honsil-ze.

An XVIIIet en Latran, en Rom (1512-1517), a oe grêt eneb eskibien Frans, dreist-oll, a lavare e oa trec’h galloud ar c’honsilou da c’halloud ar pab.

116 eskob a oa er c’honsil-ze.

An XIXet en Trant (1545-1563), a oe grêt eneb ar brotestanted, a zo en o zouez ken alïes a greden dishenvel hag a benn den.

200 eskob hag ouspen a oa er c’honsil-ze.

An XXet er Vatikan, en Rom (1809-1870), a oe grêt eneb ar rasionalisted nac’h ar fe ha ne c’houlennont, evit henchan an den, nemet sklerijen ar rezon hepken. Er Vatikan eo e oe embannet neuze n’hell ket ar pab fazian pa lavar d’an dud, evel Doktor an holl gristenien, ar pez o deus da gredi ha da ober evit bezan salvet.

700 eskob hag ouspen a oa er c’honsil-ze.