» Ma Otrou ha ma Doue, tennet ac’hanon diganin ha roët ac’hanon a-bez d’ac’h hepken. »
D’an oad a hanter-kant vla, evit senti ouz mouez Doue, e kimiadas diouz e dud, hag en em dennas en eul lec’h distro. Eno e vevas naontek vla hanter, hep magadurez-all ebet nemet korf Jezuz-Krist, en sakramant an ôter, a veze roët d’ezan bep sul ha bep gouel.
Da gentan, an holl a lavare e tlee unan bennak dont dre guz da zigas boed d’ezan, hag e oe laket tud da vêsa. Mes gwelet e oe skler ne gemere, en gwirione, netra nemet ar gommunion.
Eskob Konstans a gasas e vikel-vras da welet ar mirakl ; heman a c’houlennas digantan pehini oa ar vertuz vrasan : « Ar zentidigez ! » eme Nikolas. Neuze ar vikel-vras a lakas dirakan bara ha gwin, hag a c’hourc’hemennas d’ezan kemer aneze. An den santel a zentas, mes kerkent e krogas ar boan ennan ken gwaz, ma kreded e oa o vont da vervel. Adalek neuze e oe lôsket en peuc’h ; e genvroïz a zavas d’ezan eur peniti men hag eun ti-bidi harp outan, elec’h ma teue bemde eur beleg da lavaret an oferen.
Eleiz a dud a deue d’e gaout, hag ar c’homzou mat a lavare d’eze a zouge frouez.
Eun devez, eun itron vras a zigasas ganti, d’e welet, gwreg he mab, gwisket kaer meurbed. An den santel a zellas outi hag a lavaras : « Mar deo dre ourgouilh eo e touget an dilhad-ze, ha goude ma vefec’h er baradoz, e vefet stlapet er-mêz, ha ma gustumet ho pugale d’en em fichan eveldoc’h, biken ne welfet tâl an Otrou Doue. »
Eur wech-all, eun den yaouank a deuas dirakan, gwisket dishenvel diouz giz ar vro, hag a c’houlennas ouz ar zant hag e wiskamant a blije d’ezan : « Pa ve mat ar galon, eme Nikolas, pep tra zo mat ; koulskoude, gwell e vije d’ac’h derc’hel da zougen gwiskamant kaer ha dereat ar vro. »
Er bla 1481, tud ar Suis a drec’has duk Bourgogn en Morat, en Granson hag en Nancy ; mes neuze e savas trouz etreze diwar-benn rannan ar gonidigez o devoa dastumet. N’o devoa nemet derc’hel d’en em dabutal eur pennad c’hoaz hag e oa grèt gant o bro : impalaer an Alamagn a dôle e graban warnezi.
Otrou person Stanz a roas ali da c’hervel Nikolas da lakat ar peuc’h etreze hag an holl a gavas mat kement-se. P’en em gavas an den santel, dre e gomzou fur, leun a garante Doue hag a garante vro, e lakas an holl d’en em glevet.