Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/236

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
29 Meurz
sant eustas

m’ho peus e welet meo eur wech ; na : « Hen-ha-hen a zo eur gwall-den, » war digare m’ho peus gwelet droug ennan eur wech ; kaout eur mank n’eo ket kaout eun tech eo.

Ha goude ma vefe bet eun den pec’her epad pell amzer, e c’heller fazian o rei al lezhano-ze d’ezan.

Simon al lor a lavare e oa Mari-Madalen eur bec’herez, abalamour m’oa bet gwechall ; gaou a lavare, rak dizroet oa war an hent mat, ha Jezuz-Krist a zifennas ar benitantez santel eneb ar gwall-deodou.

Mes war digare ’n em ziwall diouz an drouk-prezegerez, arabad eo meuli an droug ; red eo kaout abeg en treo, pa ve dleet kaout abeg enne.

N’eus nemet eur rumm pec’herien hag e c’heller komz aneze heb aon, hag eo enebourien touet an Otrou Doue hag an Iliz ; ar re-ze a renker embann o zroiou kamm, uhellan ha pellan m’heller : ar garante a dle ober d’imp huchal war ar bleiz, n’eus forz pelec’h eman, pa glask sailhat war an denved.




Tregontvet devez a viz Meurz


An den eürus Amede
Duk Savoa (1435-1472)



Amede a deuas er bed en kêr Thonon, d’an de kentan a viz c’houevrer 1435. E vamm e zavas ervat hag a lavare d’ezan alïes : « Kement prins a fell d’ezan bezan karet ha doujet gant e dud, a dle, da gentan, doujan ha karet an Otrou Doue, Roue ar rouaned. »

Daoust ma oe savet en unan eus al leziou kaeran a oa en Europ, en amzer-ze, e viras ouz e galon da vezan touellet gant treo iugernus ha goullo ar bed. En oberou a drugare eo e kave e blijadur. Kouezan a rê alïes en drouk-sant, ar pez a rê d’ezan lavaret : « N’eus netra c’houek, netra vat evel m’eo gouzanv evit Doue. Trubuilhou ar vue-man eo arrez bue an nenv. »

Da seitek vla e timezas da Ioland, merc’h Charlez VII, roue Frans. Biskoaz etre an daou bried ne zavas an disteran koumoul. Doue a roas d’eze eiz krouadur. Da varo e dad, Amede a bignas war drôn duked ar Savoa hag ar Piemont, ha biskoaz prins ne oe gwelloc’h arru gant e zujidi.