Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26 Meurz
229
sant ludjer

« Trugarekaet kentoc’h an Otrou Doue, eme ar zant, rak hen eo en deus roët d’ac’h ar gweled, hen hag a zo e c’houlou o sklerijenni ar bed. »

Bernlef a deuas da vezan unan eus diskibien Ludjer. Heuilh a reas anezan, hag evit skanvât e zamm, e vadeze ar baganed hag e kane d’eze ar psalmou.

Ar burzud-ze hag eleiz a re-all a zigoras o daoulagad d’an dud hag a reas da eleiz en em drei war ar relijion gristen.

Goude bezan labouret hep damant ebet, e koueas klanv en Billerbult. Goulenn a reas ma vije kaset e relegou da Werden, elec’h ma oa ti e venec’h. Mervel a reas d’ar 26 a viz meurz 819.

Ar burzudou niverus c’hoarvezet eno e-tal e ve a roas da anaout skler, d’ar boblou tro-war-dro, e oa kurunet o abostol, gant eur gurunen a c’hened, en baradoz an Otrou Doue.

————


KENTEL


Hennez a zo eun den chentil !


Darn a zo, ha pa c’hellont lavaret eus eun all hag en deus galloud warneze : « Oh ! hennez a zo eun den chentil ! » a gred bezan grêt anezan ar brasan meuleudi, ha pa zellfer piz, o deus grêt ar brasan tamall a oufent d’ober eus eun den. Rak petra eo bezan chentil, evit an darn vrasan eus an dud ?

Bezan chentil a zo lezel pep-hini libr d’ober ar pez a gar. Ha me lavar, me, eun den hag a zo ennan ar pleg-ze, en deus eur galon gri ha nan eur galon vat ; evelse, eun tad hag a wel e vab o ’n em rei da evan ha ne ra netra evit hen diarben a zo eun tad fall ; eur vam hag a wel he merc’h o ’n em rei d’an ebad ha ne ra netra evit he diarben a zo eur vamm fall ; eur penn-tiegez hag a wel e zervijerien o fouetan kement a c’honezont, ha ne ra netra evit o diarben, a zo eur penn-tiegez fall. Mat eo bezan mat ; bezan re vat ’zo fall.

Kavet e ve eus an dud-ze, koulskoude, ha muioc’h en amzer-man, zoken, eget biskoaz, ha n’emaent en penn an tiegeziou nemet dre an droug a lezont ober enne.

Kavet e ve tiegeziou, hag ar pez a fell d’ar vugale eo a ve grêt ha nan ar pez a fell d’ar gerent ; kavet e ve tiegeziou hag ar pez a fell d’ar zervijerien eo a ve grêt ha nan ar pez a fell d’ar vistri. Kavet e ve pennou-tiegez hag a ra pep tra war-dro ar re a zo dindanne, nemet gourc’hemenn d’eze. Tiegeziou hag eman kont gante evelse a zo tiegeziou o vont war o fenn d’an traou.

Ar gwellan pennou-tiegez eo ar re a oar ober d’ar re a zo dindanne chom en o renk. Pa ve pep tra en e renk, e ve urz ; n’eus nemet an dud a urz hag a vefe tud vat ; n’eus nemet an dud a urz hag a vefe tud chentil ; ha n’eus nemet an dud a oar senti hag a ouezo gourc’hemenn.