Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Meurz
211
sant jozef

Naontekvet devez a viz Meurz


SANT JOZEF
Pried Mari
Tad mager Hon Zalver Jezuz-Krist
ha Patron an Iliz



Jozef eo, goude an Itron-Varia, tostan hini a zo da Zoue, en gloar ar baradoz, hag an hini a dle bezan enoret ar muian gant ar gristenien war an douar.

Darn a lavar e oa lemet ar pec’hed orijinel diwar e ene, arôk e c’hinivelez, evel ma tigouezas gant sant Yan-Vadezour. Ar Skritur-Zakr, pa gomz diwar e benn, a lavar d’imp e oa just, da lavaret eo, e oa an holl vertuziou o vleunian ken kaer ha ken kaer, en e ene.

Abalamour da ze, en devoe an enor da vezan dibabet evit bezan pried ar Werc’hez Vari ha tad ar Mabig Jezuz, dirak an dud. Gwelet ha klevet a reas an hini a glaskas eleiz a rouaned gwelet ha klevet, ha n’eo ket hepken e welet hag e glevet a reas, mes zoken e zougen, e vriata, e wiskan, e vagan hag e ziwall. Pa ouezas e klaske Herodez lemel digantan e vue, ec’h eas gantan d’an Ejipt. Pa deuas kelou d’ezan e oa maro e enebour, e tizroas gantan da Nazareth. Lenn a reas d’ezan istor e vro ha lezen