Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/192

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
11 Meurz
santez koletta


An Otrou Doue, en meur a wech hag en meur a zoare, a ziskouezas d’ezi ne oa ket evelse eo e tlee tremen he bue, hag e c’houlennas ouz ar pab dispanz eus he le, ar pez a oe digaset d’ezi.

Raktal ec’h eas da Nis da gaout ar pab, Beneat XIII, da rei d’ezan da anaout ar gourc’hemenn he devoa bet digant an Otrou Doue. Goulenn a rê outan, da gentan, ôtre da vont en eil Urz savet gant an ôtrou sant Fransez, ha bet renet gant santez Klara, ha d’an eil, da neveât tri Urz sant Fransez.

Koletta, arôk ma oe roët d’ezi he goulennou, a renkas, dre vurzudou skler, diskouez e oa Doue ganti. Dal m’he devoa bet he goulennou, e tizroas d’he bro, elec’h ne gavas nemet gwaperez ha dismegans. Mont a reas neuze da chom d’ar Savoa, hag eno eo e savas tier kentan hec’h Urz. Seitek a oe savet en hec’h amzer, ha goude he maro, betek tric’hant pevar-ugent a deuas da heul he lezen. Adreizan ha gwellât a reas ive kentan Urz sant Fransez. Eiz vla ha tregont hepken goude he maro, e oa pevar mil ha tregont relijius o vevan herve he gourc’hemennou. An Trede-Urz, a drugare d’he foan, a ’n em astennas ive meurbed hag a lakas ar vue gristen da vleunian en tiegeziou.

Koletta, en kement a rê, ne glaske nemet gloar an Otrou Doue, hag abalamour da ze, netra n’helle miret outi da vont endro ; ha Doue ive a ziskoueze, beb an amzer, e oa a-du ganti.

Nebeut goude ma oe savet kouent Poligny, eul leanez a goueas klanv eno hag a varvas. Raktal goude he maro, en em ziskouezas da Goletta, a oa o chom en Besanson, gant eun ene lous ha divalo, c’houez an ifern gantan : kuzet he devoa treo ouz he c’hovezour.

O welet kemend-all, kalon Koletta a oe glac’haret. Pedi hag aspedi a ra an Otrou Doue da gaout true ouz he c’hoar. Kas a ra, d’ar red, da Boligny urz da chom hep sebelian ar c’horf, ken ne zigouezo.

Ha hi en hent. Pa zigouezas, e oa ar c’horf maro er chapel.

Koletta a ra eur beden kalonek dirak an ôter vras, hag en hano Jezuz-Krist, e c’hourc’hemennas d’an hini varo sevel eus hec’h arched. Houman, dirak an dud sebezet, a zav, a goue war he daoulin, a ya da gaout he c’hovezour, a ziskuilh d’ezan kement a labe hec’h ene, a lavar d’an dud a oa eno : « Ma ene a oa o vont da gouezan en