d’e vamm, d’e vreur, d’an hini a dlee lakat he dorn en e hini, pa zizroje d’ar gêr ; hennont, d’e vreudeur, d’e c’hoarezed, d’e bried, d’e vugel, o c’himiadou hag o gourc’hemennou divezan.
Hep lorc’h, o c’houzout ervad ec’h enorer, etouez ar gristenien, relegou ar re a skuilh o gwad, dre garante evit Jezuz-Krist, hag e veze tabut alïes, zoken, diwar o fenn, e c’houlennont ma vezo kaset o eskern hag o ludu da geriaden Sarein, demdost da gêr Zela, ha ma vefont sebeliet holl eno, er mêmes be.
Ar maro dibabet evite a oe skrijus. Epad eun nozvez c’hoanv, ar verzerien a oe stlapet en noaz war eul lenn skornet a skube an avel-bis, hag a sklerijenne eur goulou a deue eus eul lochen, elec’h ma oa miret kôteriou dour klouar.
Ober a rejont da Zoue ar beden-man : « Oh ! Otrou, daou-ugent omp o vont war dachen ar stourm, grêt ma vefomp daou-ugent gwitibunan, o c’honid ar gurunen ! »
Unan hepken, war an daou-ugent, trec’het gant ar boan, a ’n em zistagas diouz e gamaraded hag a yeas d’en em deuler, eus an dour yen, en dour zomm. Mes a-vec’h m’an evoa diskennet er gôter e izili skornet, ma tremenas.
Ma karje bezan dalc’het da c’houzanv e boan, eur pennadig-all c’hoaz hepken, e oa gonezet gantan e gurunen, evel ar re-all.
Ar zoudard a oa karget da domman an dour, a welas a-dost sempladurez ar reuzeudig a nac’he e fe, hag a-bell, nerz-kalon an nao ha tregont-all. Gwelet a rê en erc’h o c’horfou skornet, hanter-varo dija, hag ’ us d’eze, kouls lavaret, sklerijen ar baradoz o c’houlaoui, epad ma oa astennet, en harz e dreid, korf dizenoret ar c’hrener. Raktal, ar c’hras a c’hone e ene ; stlepel a ra e zilhad diwarnan : « Me ive a zo kristen ! » emezan, hag e red da gemer ar plas a chome goullo.
Da c’houlou-de, e oe kavet e-mesk ar verzerien, ha douget e oe e gorf gant o re, war an tantad a dlee o devi. Unan hepken eus ar re gondaonet, ar yaouankan, Melithon, ne oe ket kaset : eur beradig bue a oa c’hoaz ennan, ha fizianz a oa d’ober d’ezan nac’h e Zoue. Mes e vamm a oa eno ; samman a reas anezan war he diskoa da dôl er c’harr e-mesk ar re-all. Aon he devoa na zastumje ket he mab e gurunen, pa ne zastumje ket anezi a-unan gant ar re a oa gantan er stourmad.
Relegou an daou-ugent kurunet a oe sebeliet el lec’h m’o devoa lavaret.