Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182
7 Meurz
sant thomas


————


KENTEL


An Iliz hag an deskadurez


An Iliz he deus kavet, karet, miret, kresket ha ledet an deskadurez.

I. — An Iliz he deus kavet an deskadurez endro d’he c’havel :

Etouez ar Judevien, e oa kelennourien hag a oa desket ; etouez ar Gresianed, e oa doktored hag a oa desket ; etouez an Italianed, e-oa skrivanerien hag a oa desket ; etouez ar C’helted, e oa drouized hag a oa desket.

Jezuz-Krist a zo ganet hag an eus bevet en eun amzer hag e oa deskadurez etouez an dud.

II. — An Iliz he deus kavet an deskadurez war he hent hag he deus karet anezi. An deskadurez a ra vad ; an deskadurez, evel ar relijion, a deu digant Doue, lezhanvet, gant ar Skritur-Sakr, Tad an holl deskadureziou. An deskadurez a zigor hent d’ar relijion : re wir eo ar pez a lavare Bacon : « Nebeut a zeskadurez a bella diouz Doue, hag eleiz a dosta. »

III. — An Iliz he deus miret an deskadurez. Pa oe dismantret, gant an tân-gwall ha gant an Turked, Alexandri ha Konstantinopl, kêriou bras an deskadurez, en amzer goz, piou, nemet an Iliz, a deuas a benn da zovetât eun dra bennak eus ar skridou talvoudek a oa dastumet er c’hêriou-ze ? Piou nemet ar venec’h, o deus kemeret amzer ha poan, arôk ma ouied moullan, da zevel skridou neve ha da neveât ar re goz ?

IV. — An Iliz he deus kresket an deskadurez. Ar veleien, gant o sklerijen, eo o deus kaeraet, ar muian, sklerijen ar bed.

V. — An Iliz, dreist-oll, he deus ledet an deskadurez. Epad c’houezek kant vla e oe hec’h-unan o sevel skoliou, hag ar bobl n’en devoe ken mestrez-skol nemeti.

En amzer-man ive, brasan preder an eskibien eo ar skoliou :

« Savomp tier-skol, emeze. Ar vugale o devo bet deskadurez kristen en tier-ze a zavo ilizou divezatoc’h. Da betra sevel ilizou neve, ma n’eus ket a skoliou mat ? Ar skoliou a dremen arôk an ilizou. »

Tadou ha mammou, kemeret preder gant ar skol ; roët deskadurez d’ho pugale.

Gwell eo deski mabig bihan
Eget dastum danve d’ezan.

Mes roët d’eze eun deskadurez gristen. War-lerc’h eun deskadurez dizoue, n’eus nemet gouelvan er bed-man, daerou ha skrignadeg-dent er bed-all.