da c’hout da biou oa ar re vuhannan. Setu m’en em glevjont eta, eun devez, d’ober eur redadeg gant ar re wellan a bep tu. Kement-se a oe grêt, da gredi eo, war an trêz ; reier an torrôd oa ar pal. Pôtred yaouank skanv a bign war ar c’hezeg, mes ar re-man, o vezan ne oa ket barrek kaer ar re a oa gante, e lec’h mont war eün gant o hent, a yee a-gle hag a-zeou. Eur marc’h hepken, war e gein Maël, mab yaouank Konomaël, gwestegnet ha reizet gwelloc’h gant e varc’heg, a gerz eun tenn etrezek al lec’h a oa da dizout. Tud Fregan, o welet kement-se, o vezan ma oa Maël diouz o zu, a oa lorc’h ennê hag a lakas an hekleoiou tro-war-dro da dregerni gant o youc’hadennou laouen.
Mes siouaz, ar marc’h, o tostât ouz ar pal, a zirollas hag a yeas, a benn-kaer, d’en em strinkan war ar reier elec’h m’en em lazas. Ar marc’heg, stlapet d’an traou ha torret e izili, a gollas e anaoudegez, ha darn a gredas e oa maro. Neuze, al levenez a droas en gouelvan.
Gwennole a oa eno, deut da welet ar gouel. Pedi rejod anezan da gemer true ouz Maël.
Diskib yaouank sant Budok a deuas a benn, dre e bedennou, da zivatan ha da barean, en eun tôl, e vignon reuzeudik.
Gwennole an evoa neuze ugent vla. Daou vla goude, e kimiadas diouz e vestr karet hag e teuas, gant unnek eus e ziskibien, da ziazezan ar c’hentan lann pe ar c’hentan manati a zo hano anezan war douar Breiz-Izel ; hini Landevennek.
« Savet eo en eul lec’h klouar ha brao. Ar c’hentan a wel er vro ar bleuniou o tigeri, an divezan a wel an deliou o kouezan, eul liorz gwaskedet ouz peb avel ha marellet gant bleuniou a bep liou. »
Eno, Gwennole hag e vreudeur a ziskaras gwe, a zavas eun iliz ha peb a beniti endro d’ezi, a droas an douar hag a hadas anezan.
Ar re gentan oant o tont da chom er c’horn-douar-ze ; kemer a rejont ar pez a blije d’eze. Ar vrud eus Landevennek hag eus e abad a yeas betek Kemper elec’h ma oa ar roue Grallon o chom.
Grallon ha Gwennole a deuas da vezan mignoned bras, ha labourat a rejont o-daou da gristenan Bro-Gerne ha da ziazezan eur gador-eskob en Kemper, gant Korantin warnezi, da gentan.