Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/160

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
28 C’houevrer
benviou ar basion


Eizvet devez warn-ugent a viz C’houevrer


Benviou ar Basion



Ar c’hoareiz a zo savet en zonj eus ar yun kalet a reas Hon Zalver Jezuz-Krist, epad daou-ugent devez, arôk en em lakat da brezek e gelennadurez d’an dud.

Savet eo ive evit ober d’imp en em bourchas dre ar binijen, ha, dre eun dizro war boaniou Mab Doue, lidan, evel m’eo dleet, an deiou ar bla eus Pasion ha Rezureksion Salver ar bed.

An Iliz a oar nag a sklerijen hag a nerz a deu en hon eneou, pa garomp ’n em lakat a galon ganti war Basion Jezuz-Krist. Abalamour da ze, bep gwener eus ar c’hoareiz, e ra d’imp ober eur gammed bennak war an hent a ya eus mene Olivez da vene Kalvar.

D’ar gwener kentan, ec’h enor kurunen spern Hon Zalver.

D’an eil gwener, ar goaf a doullas e galon hag an tachou a doullas e zaouarn hag e dreid.

D’an trede, al lienach ma oe sebeliet enne korf maro Hon Otrou.

D’ar pevare, e bemp gouli.

D’ar bempvet, e wad presius.

D’ar c’houec’hvet, seiz glac’har e Vamm benniget.

N’eo ket souezus e vefe bet dastumet, pisan ma oe gallet, benviou ar Basion, kemend-all a garante o devoa an Itron-Varia, ar merc’hed santel, an ebestel, Joseph Arimathi ha Nikodem evit an Otrou Krist.

An darn vrasan eus ar benviou-ze a zo chomet hep bezan peurzismantret gant ivinou an amzer.

Ar gurunen-spern, heb an drein, a zo en Pariz. Ar roue sant Louis a brenas anezi digant Yan Brienn, impalaer Konstantinopl, hag a reas sevel ar Chapel Zantel, eur pez labour dudius, evit he digemer.

An drein a zo rannet a-gle hag a-zeou. Iliz-veur Kastel-Pol he deus an enor da viret unan aneze ; eun all a zo en Andria, en Itali, hag a deu ar beradou gwad, êt outan diouz penn Hon Zalver, da vezan beo, bep gwech ma koue Gwener ar Groaz de gouel ar Werc’hez, en miz meurz.