Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/16

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
Genver
eizved ginivelez hon zalver jezuz-krist

Setu aze penôs e veze grêt al lid gourc’hemennet gant Doue da Abraham, hag a oa eur skeud eus sakramant ar Vadeziant.

Mab Doue en em c’hrêt den, ganet en kraou Bethleem, a oa Judeo dre e vamm, ar Werc’hez Vari, hag e oe merket ha hanvet, d’an eizvet devez goude e c’hinivelez, evel pep-hini eus ar Judevien-all. War a greder, sant Jozef a lakas warnezan siel an emgleo hag a roas d’ezan an hano a Jezuz, hano bet dibabet gant Doue an Tad ha roët da anaout d’ar Werc’hez, dre gemennadurez an El Gabriel.

Ar ger « Jezuz » a zo eur ger hag a zo vit lavaret « Salver, unan hag a ro e vue evit e nesan. » Abred e oe roët da Vab Doue eun hano-all : « Krist, » da lavaret eo « an hini a zo sakret ha digaset gant eur gefridi da ober. »

Jezuz-Krist eo eta, diouz e hanoiou, au hini a zo sakret ha digaset evit bezan ar Zalver. Biskoaz den, gwelloc’h evitan, ne lakas e hano da zont da wir, ha biskoaz hano n’eo bet douget hag a vije ken c’houek, ken doujet ha ken galloudus hag an hano « Jezuz ».

An hano-ze a zo evel ar mel er geno, evel eur c’hân dudius er skouarn ; ober a ra d’ar galon tridal. Dre an hano-ze, e ve laket ar maro da souzan, an drouk-spered da dec’hel, klenvejou ar c’horf da wellât, gouliou an ene da barean.

D’an hano-ze, pep glin a dle plegan en nenv, war an douar hag en ifern.

————


KENTEL


Merk Doue


Da genver ar gouel-man, Jezuz-Krist a zo bet merket betek ar gwad ha laket e hano war roll pobl Israël. Ni ive a zo bet merket betek hon ene, da ze hon badeziant, ha laket hon hano war roll an Iliz.

Eus a grouadurien Doue ma oamp, pa deujomp war an douar, omp bet grêt e vugale ; an hano a roas d’imp ar beleg war dreujou an iliz, Doue hen roio d’imp war dreujou ar baradoz.

Oh ! pebez renk hon deus eta da zerc’hel war an douar-man, ma fell d’imp tizout ar gurunen gaer a zo du-hont o lugerni evidomp etre daouarn an Otrou Doue, war dreujou ar bed-all ! Lakomp ar wirione-ze don en hon spered, gant de kentan ar bla, ha leveromp a greiz kalon :

Ra vezo meulet Jezuz-Krist, hirie, e kerz ar bla pen-da-ben, hag eus an eil kantved d’egile da virviken !

Tu autem, Domine, miserere nobis.
Deo gratias.