ant Per, penn an Iliz war an douar-man, adalek m’oa pignet Hon Zalver Jezuz-Krist en nenv, ne chomas ket pell en Jeruzalem. Treuzi reas ar Jude hag ar Samari, o prezek ar fe neve a bep tu d’ezan, hag en em gaout a reas, war-dro ar bla 36, e-tal Antioch, kêr-benn ar Zav-Heol, en amzer-ze.
Eno, ne zaleas ket da embann ar c’helou mat, hag eleiz a dud a c’houlennas ar vadeziant. Setu penôs e teuas Antioch, war-lerc’h Jeruzalem, da vezan kalonen ar bed kristen da c’hortoz ma vije Rom.
En Antioch eo e oe lezhanvet, evit ar wech kentan, diskibien Jezuz-Krist, kristenien.
Sant Per ne chomas ket nemeur a amzer er gêr-ze, rak, er bla daou ha daou-ugent, e kavomp anezan en Jeruzalem. Herodez Agrippa a oa o paouez en em gaout er gêr zantel, gant al lezhano a roue ar Jude. Evit en em dremen diouz ar judevien kounnaret eneb ar gristenien, e reas dibennan sant Jakez ha teuler sant Per er prizon.
An Iliz a bedas, hep paouez, evit ar prizonier kez ; eun êl a deuas d’e ziframman adre daouarn e enebourien hag e kemeras raktal hent Rom (42).
Gouel an de ma teuas sant Per da chom da Antioch, evel gouel an de ma teuas da chom da Rom, a zo etouez ar re gosan en Iliz, hag a zo bet berz gwechall.
Da genver an deiou-ze, ar gristenien a felle d’eze trugarekat an Otrou Doue da vezan bet ar vadelez da zigas tud, en e hano, da rei d’eze e gelennadurez.
Ma vije bet lezet an dud o-unan-penn da gerzet etrezek ar wirione gant o spered hepken, den ebet, kouls lavaret, ’n ije he zizet. Nag a dud, eme sant Thomas, ha n’o deus na spered na yec’hed ! Nag a dud o deus spered ha yec’hed, ha n’o deus ket a amzer ! Nag a dud o deus spered, yec’hed, amzer, hag a zo lezirek ! Ma vije bet lezet an dud, o-unan-penn, da gerzet etrezek ar wirione, gant o spered hepken, n’o dije he zizet nemet goude hirr amzer, rak ar ouiziegez, evel a lavare Bacon, eo merc’h an amzer : scientia, filia temporis.