Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
20 C’houevrer
sant eucher

kentoc’h evel eun êl, eget evel eun den, hag e zantelez a deuas da vezan ken brudet, ma teuas kêriz ha beleien Orleans, da varo Suavarik, o eskob, da c’hoantât kaout anezan da zerc’hel e blas.

Eucher, pa oa galvet, a zizroas d’e vro. Bezan ’ oe eun eskob eus an dibab. Ne zelle ket ouz e boan, pa vije afer da gelenn e bobl ha da lemel ar plegiou fall an evoa, pe a wele o kemer. Nikun n’helle derc’hel penn d’ezan, rak kement a garante a ziskoueze d’an holl, ma kared anezan, zoken, pa veze red d’ezan gourdrouz.

En amzer-ze, ar Vahometaned[1], eur 400.000 aneze, a zailhas war Bro-C’hall. Charlez-Martel, gant e zoudarded, a lazas 300.000 aneze, demdost da Boitiers (732), hag a reas d’ar re-all tec’hel war o c’hiz.

Eur vad bras an evoa grêt, ha den n’hen nac’he. Gwasan ’oe, e teuas da gredi e oa adalek neuze pep galloud etre e zaouarn, hag e kemeras ar madou iliz da rei en gopr d’an dudchentil a oa bet gantan er brezel. Hanvan reas en penn an eskoptiou hag ar manatiou, tud hep gouiziegez ha hep santelez, evel ma vije an dra-ze eun dra hag a zellje outan. Eucher a gavas abeg ennan, ouz e welet oc’h ober ar pez a rê. Flatierien a roas da gredi d’ar prinz e oa bet eskob Orleans dizoare en e genver.

Dallet gante, Charlez a reas forbani ar zant, a varvas en harlu, d’an 20 a viz c’houevrer 743.

————


KENTEL


An Eskibien


An Iliz, evel an eus lavaret Hon Zalver Jezuz-Krist, a zo henvel ouz eur wezen, savet diwar eun haden, he deus kresket en eun doare souezus, a zo he barrou o c’holo pevar c’horn an douar, hag a deu lapoused an nenv da zisheolian dindanni ha d’en em vagan diouti.

  1. Ar Vahometaned. da lavaret eo, diskibien Mahomet. — Mahomet (570-632), ganet en kêr Mek, en Arabi, marc’hadour, en penn kentan e amzer, a wele en e veajou relijion Jezuz-Krist o kreski dre ar bed, hag a lakas en e benn sevel eur relijion neve. « N’eus Doue-all ebet nemet Doue, ha Mahomet eo e brofed. » Setu aze, berr ha berr, e gelennadurez.
    Pedi pemp gwech bemde, ober yuniou striz alïes, ha kaout frankiz war ar rest, setu ar steuen eus ar gourc’hemennou. Kelennadurez ha gourc’hemennou a oe dastumet en eul levr hanvet Al-Coran. An islam oa hano ar relijion-ze, ha Musulmaned hini ho diskibien. Dre an dir hag an tan eo e klaskjod gonid ar bed d’ar fe neve. Mahomet ne oa ket da varc’hata gantan ; unan a zaou a renked d’ober : anzav e relijion, pe gouzanv ar maro.
    Adalek ar bla 621 betek ar bla 1683, ar Vahometaned, Morianed an Afrik ha Turked an Azi, o deus klasket, den ne oar ped gwech, beuzi an Europ er gwad hag en hudurnez.
    Doue hag ar Werc’hez a zikouras ar gristenien da drec’hi enebourien o fe.