Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
140
19 C’houevrer
sant konrad


E oa en e bemp bla warn-agent. Mont a reas raktal da bardonan da Rom ha da Jeruzalem, hag en dizro, e chômas er Sisil, e kichenik Noto, elec’h ma tremenas an daou-ugent vla an evoa c’hoaz da vevan.

Eno, eur groaz oa holl arrebeuri, holl meublaj e beniti ; an douar noaz, e wele ; eur men, e benn-wele ; bara ha louzeier kri, e vagadurez ; ar beden hag ar binijen, e breder pemdeziek.

Daoust d’e vue pinijennus, an drouk-spered a glaske dont a benn anezan, o lakat dirak e zaoulagad skeudennou eus e vue gwechall, evit rei c’hoant d’ezan da zilezel e beniti. Ar pez a ziskoue e tle ar c’hristen bezan bepred war evez, gant aon da vezan diskaret gant enebour e zilvidigez. N’eus forz pegen uhel e vefe savet eun den en skeul ar zantelez, e c’hall kaout lamm diwarni, ha goude ma vefe, kouls lavaret, eun troad d’ezan war dreujou ar baradoz, e c’hall kouezan en don an ifern.

Beb an amzer, ar manac’h santel a yee da Noto, da bedi da iliz Sant-Nikolas, pe da Hibla, elec’h ma pareas eur c’hrouadur klanv gant an diskenn-bouzellou.

D’an 19 a viz c’houevrer 1351, ar maro a lakas an termen d’e vue kalet, hag a zigoras dirakan doriou ar vue glorius. Dal ma tremenas, kleier Noto ha kleier Hibla a zonas aneze o-unan ; ar bobl a redas da beniti ar zant, a zougas e gorf gant lid bras da iliz Sant-Nikolas, elec’h ma oe sebeliet, hag elec’h m’hen enorer abaoue.

Pedi rêr sant Konrad evit an diskenn-bouzellou, ha de e ouel, en Noto, eleiz a dud a ve pareet diouz ar c’hlenved-ze.

————


KENTEL


Dic’haoui an nesan


Pa rêr droug d’an nesan, hep gouzout, evel ma tigouezas gant Konrad, a lakas, hep sonjal, an tan war drevajou e amezeien, eun dra vad eo e zigoll.

Pa rêr droug d’an nesan, o c’houzout ha gant c’hoant d’hen ober, eo red e zigoll, rak, evel a lavar sant Augustin :


Non remittetur peccatum,
Nisi restituatur ablatum,

Ar pec’hed n’eo ket pardonet,
Anez digoll nep zo gaouet.

I. — Rak-se ’ta, an neb a vir tra eun all, goude m’hen grafe hep gouzout d’ezan, a dle hen restôl, kerkent ha ma teu da anaout ar wirione, nemet re bell holl a vefe abaoue m’eman an dra-ze etre e zaouarn. An neb a ra gaou ouz e nesan, o lakat anezan da goll, pe o viret outan da c’honid, ha goude ma ’n em binvikafe ket diouz an dra-ze, ma zo dislealded en e guden, a zo red d’ezan digoll.