Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 C’houevrer
119
gouel itron-varia lourd


Unnekvet devez a viz C’houevrer


Gouel Itron-Varia Lourd
Santez Skolastika
Santez Skolastika


Er pevare blavez goude m’oa bet embannet en Rom e oa ar Werc’hez krouet dinam, Mamm Doue a deurvezas diskenn war reier Masabiel, e-tal kêrig Lourd, hag en em ziskouez eno, meur a wech, d’eur verc’hig paour, fur ha sentus, he hano Bernadetta.

An Itron-Varia a oa yaouank he dremm, ar c’hlanded hag ar vadelez o paran warnezan, eur zaë hag eur oual wenn-kann endro d’ezi, hag eur zeien c’hlas, liou d’an nenv, oc’h ober he gouriz. Diou rozen aour a c’holoe he zreid noaz, a oa harpet ganti war eur skourr roz-goue.

D’an 11 a viz c’houevrer 1858, en em ziskouezas evit ar wech kentan, hag e teskas d’ar verc’h strafuilhet ober sin ar groaz ha lavaret ar rozera. Hi hec’h-unan, e oa eur rozêra ouz he brec’h, hag e lake ar greun anezan da gouezan, beb Ave Maria a lavare ar plac’h vihan. En eil gwech, Bernadetta, nec’het kas gouzout piou oa an Itron a wele, a strinkas beradou dour benniget warnezi. Mamm Doue a reas ouz ar verc’h eur mousc’hoarz dudius.

En trede gwech, ar plac’hig a ginnigas liou ha paper d’an Itron :

Nan, emezi, ar pez am eus da lavaret d’ac’h, n’am eus ket ezom da skrivan anezan. Gret d’in, hebken, ar blijadur da zont aman, pemzek gwech dustu.

— Hen prometi a ran ! eme ar verc’h.

— Ha me, eme ar Werc’hez, a bromet ho lakat eûrus, nan er bed-man, mes er bed-all.

Er pemzek gweladen-ze, Mamm Doue a lavaras da Vernadetta : Pedi evit ar bec’herien, pokat d’an douar,