Ober pep tra dre gustumans, hep sonjal er pez a rêr, a zo eun tech fall. Ar profed Jeremi an eus lavaret kement-man diwar-benn ar re o deus anezan : « Desolatione desolata est terra, eo quod nullus sit qui recogitet corde ; an dristidigez a zo dre holl war an douar, dre ma n’eus den ebet ken hag a dôlfe evez en e galon. »
Evit an dud dizonj, grasou Doue, sklerijen ar fe ha galloud ar zakramanchou a zo didalve.
Didalve eo o fedennou, rak ne enoront ket Doue dreze. Eur zonj vat a darz en o spered, mes hen lezel a reont da dremen ; ar zakramanchou a zo e-tal o dor, mes ne dennont frouez ebet dioute ; fe o deus c’hoaz, mes n’eo mui nemet evel eun dra kuzet er penn pellan eus o ene, ha ne reont van ebet ken outi, nag ouz netra eus ar pez a zell ar relijion.
O vezan dizonj evelse, an den n’hall ket mont war wellât ; derc’hel a ra da vale dre an hent heuilhet gantan betek hen, hep kaout sklerijen awalc’h da welet e vefe mat d’ezan chench giz.
Al louzou ouz an tech-ze eo, da gentan, ar beden ; ober hon oberou a zevosion gwellan m’hallomp ; d’an eil, dizrei, beb abarde, warnomp hon unan, da welet ha mat hon deus grêt, epad an de labouriou hon stad, hon fedennou, pep tra.
N’eus netra ken fall evel ober an treo diwar hanter.
hag Itron-Varia ar C’helou Mat
an III, duk Breiz, a varvas hep bugale, an 30 a viz ebrel 1341. Adalek an de-ze, betek an 29 a viz gwengolo 1364, ar brezel a badas en hon bro etre Charlez Bleaz ha Yan Montfort, a glaske gouzout piou aneze o-daou a zougje, hiviziken, kurunen duked Breiz.
Kement ha kement a wir o devoa an eil hag egile. Breiz-Uhel hag ar C’hallaoued a yeas en tu Charlez Bleaz ; Breiz-Izel hag ar Zôzon en tu Yan Montfort.