Satan, o welet e kolle e amzer, a glaskas neuze ober droug d’ar zantez en eun doare-all : lakat a reas tud da embann ne oa Jenovefa nemet eur plac’h chouchet, kalz gwelloc’h da welet evit da gavet. N’eo ket souezus, o vezan ma ver primoc’h da gredi an droug evit ar vad, ar geier-ze a oe lonket gant eleiz a dud.
Setu er mareou-ze, sant Jermen a dreuzas Pariz evit an eil gwech, hag a c’houlennas kelou eus gwerc’hez Nanter. Ar bobl a lavaras d’ezan e oa ’n em roët d’an drouk-spered.
Jermen, koulskoude, a reas e gas betek ti al leanez, ha goude bezan he saludet, e lavaras d’ar Barizianed : « Gwelet ar peniti-ze, emezan, a zo e leuren glebiet gant daerou ar werc’hez-ze karet gant Doue, hag a vezo eun de ho silvidigez. » Komzou Jermen ne zalejont ket da zont da wir. Attila, lezhanvet Gwalen-Doue, a deue eus broiou ar zav-heol war broiou ar c’huz-heol, gant 500.000 den goue ouz e heul, hag a hade dre ar vro ar spouron hag ar maro. Ker Metz a oa en tan ; kêr Reimz a oa goullo ; en Pariz, e oa eünet pep tra evit mont kuit ; an treo talvoudusan a oa sammet er bagiou ; e oad o tanzen kuitât, pa deuas Jenovefa da lavaret d’he c’henvroïz, en hano Doue, n’o devoa nemet pedi d’ober, hag ar gouezidi ne deujent ket warneze.
Hi hec’h-unan en em dennas en iliz Sant-Stephan, elec’h m’eman breman iliz-veur an Itron-Varia. Eleiz a yeas d’he heul ; pedi a oe grêt c’houek hag an treo a c’hoarvezas evel m’he devoa lavaret (451).
Pemp pe c’houec’h miz goude ma oa êt Attila eus ar vro, Merove, roue ar Franked, a lakas seziz war Bariz, a oa c’hoaz dindan galloud ar Romaned. Ken pell e padas ar brezel, ma savas diwarnan eur gernez vras en kêr. Jenovefa a zovetaas bue he c’henvroïz evit an eil gwech. Mont a reas gant unnek lestr bras d’ar Champagn, da gestal eus an eil kêr d’eben. Paean rê an aluzen a roëd d’ezi, dre vurzudou ha pareansou souezus. Peadra a deuas ganti da vagan ar Barizianed. Rak-se, rouaned Frans, Merove ha Chilperik, daoust d’eze da vezan paganed, o devoa kalz doujanz eviti. Klovis hag e bried Klotilda he gwele alïes, ha war hec’h ali eo e lakjont sevel iliz Sant-Per ha Sant-Pol, a zougas divezatoc’h he hano.
Da dek vla ha pevar-ugent ec’h eas da bardonan da Dour, var be sant Martin. En dizro, e kouezas klanv hag e varvas, d’an dri a viz genver 512.
Pobl Pariz an eus kemeret Jenovefa da batronez, hag a zo prim da c’houlenn he skoazel.