C’hweac’h gwalennad…
C’hweac’h gwalennad… Mes petra ’rin ?
Hag eus a zenved e komzin ?
En han’ Doue, aotrou barner,
Pardounit d’in. Va fôtr mesaer,
War ar meaz ganto pa veze…..
A lavaras d’in em bije
Hanter kant lur en aour melen,
Kerkent ha d’o c’hlask ma yachen…
En em glevet e oamp hon daou,
Hen a dlie, heb ober gaou,
Mesaat d’in bemdez va denved
Gant honestiz ha lealded…
Ha breman ’welan en deus c’hoant
Nac’h ouzin mezer hag arc’hant.
E gwirionez, aotrou Alan,
Hennez a laere d’in ar gloan
Eus va denved, hag o lorgne
Gant e benn-baz, hag o c’hanne,
Ken na varvent gant an taoliou
A dapent diwar o fennou…..
Pa oue klozet va gwerzaden
Dindan e vreac’h brao ha kempenn,
E pedas ac’hanon da vont
D’e gastell da gerc’hat va c’hont.
AR BARNER
N’eus penn na lost, e neb doare,
Er pez a gontit d’eomp aze ;
Eus an eil kaoz ez it d’eben
Heb rei d’eomp hini da gompren.
Evidoun-me ne welan man
En oc’h affer. — Ha c’houi. mestr Lan ?