LAN, hag a c’hoarz ken a venn
koueza d’an douar
Ah ! ah ! pôtrik kez, mall e gas,
N’eo ket bet gwall eaz da ziblas
N’eo ket ’ta ? mes eur wech loc’het,
Eo eur blijadur e welet
O fustal, evel pa vefe
Krog an tân-gwall en e leve.
Hennez, ember, en devezo
Hunvreou aour pa c’hourvezo.
Tapet eo bet pôtr ar mezer.
PRIMEL
Han ! gouzout a ran va micher ?
LAN
Brao bras ! n’em bije ket kredet
Az pije kement a spered.
Breman, da vihana, hon deus
Tapet hon daou, heb kalz a reuz,
Danvez peb a zillad nevez :
N’hon’ deus ket kollel hon dervez !
PRIMEL
Sonj a deu d’in, ouz ho klevet,
Eus an histor-man ’m eus desket :
Eun dervez var skour eur vezenn,
Eur vran a zebre he merenn
Gant, en he beg, eur bastell gig
Kavet a zilerc’h eur babig.