PRIMEL
Asa, pebez kasaüs a zen
A rit evelato Goulc’hen !
It !
GOULC’HEN
It ! Hag ez in, p’am bezo bet
Ar pez a zo d’in ama dleet.
PRIMEL
N’ema ket mad an traou ganeoc’h.
Mar am c’hredit, sioul hag e peoc’h
D’ar gear ez eoc’h da ziskuiza
Eun tammik, ha da gompeza
Ho spered. — It affo, Goulc’hen,
Ar foar he deus skwizet ho penn ;
It d’ho kwele, rag glabouset
E c’hellfec’h beza. Mes n’eo ket
War va lerc’h-me…
GOULC’HEN
War va lerc’h-me… Ah ! satordallik,
Te zo re lemm da deod, pôtrik.
Te rofe d’in-me da gredi
E tebrfe fouenn an houidi.
PRIMEL
Pe zebront, pe ne zebront ket,
Dour a evont, ne laoskont ket.