eus ul lec’h d’egile kent deoc’h kaout amzer da
c’houlenn pelec’h emañ. Ha ma ne vefen ket ur
paotr seven, hegarat, dereat ha darev atav da ober
vad d’e nesañ, ’m eus aon ho pije gellet ober ho
pedenn diwezhañ hag erbediñ hoc’h ene da Zoue,
goude bezañ graet seurt goulenn. Ma ! Krediñ a ran
evelato e welin ac’hanoc’h krouget amañ un deiz
bennak, hailhevoded ma ’z oc’h ! Ha bremañ,
digorit ho tiskouarn ha klevit mat ar pezh am eus
da lavarout : evit gwir, va breudeur, emañ va mestr
o verennañ amañ e-kichen, gant Valdes ha Kornelius.
Hag ar gwin-mañ, aotrounez, ma c’hellfe
kaozeal, a lavarfe deoc’h ar memes tra. Ha bremañ,
tudjentil, va breudeur garet, kenavo.
Vakner a ya kuit.
Neuze em eus aon emañ kouezhet e trap ar sorserion daonet-se, hag a zo brudet fall o-daou dre ar bed holl.
Ha pa vefe un den dianav din, truez am befe outañ. Deomp avat da gontañ, kement-mañ d’an Aotrou Rektor, da welout ha gouest e vo d’ober un dra bennak da saveteiñ Fostus.
Me ’gred n’eus netra d’ober.
Greomp ar pezh a c’hellomp atav.
Tremen a reont kuit.