Daonet e vo kroc’hen va c’hazh !... petra an diaoul a c’hoari gant ar bompinell-mañ ? (adkregiñ a ra da c’hwitellat, hogen paouez a ra a-grenn, kerkent ha ma ’n em ziskouez e wreg).
Dalc’h da c’hwitellat, ’ta, Gwilho... Te a c’hwitell ken brav, ur blijadur eo klevout ac’hanout!... (reiñ a ra d’he den ur bannac’h likur).
Selaou ’ta, Kato ?
Petra, va faotr ?
Yac’h-mat ec’h out ?... N’out ket klañv ?
Nann avat, da c’hras Doue !... (evañ a ra Gwilho e vannac’h likur) Ur bannac’h all az po c’hoazh, va faotr bihan ?... Alo, Gwilho, bec’h d’ar voutailh !... ur vicher griz, ur gwall vicher eo da hini !... Erru eo gwall voan da yalc’h-vutun, emberr pa ’c’h in d’ar bourk e prenin evidout un tamm brav a vutun karot... Ha m’ac’h eus c’hoant da skopañ war ar plañchod, gra hardiz, a-daol-dak ! fidamdoulik, goude e