c’haat. Ar vaouez a glask lakaat he gwaz — ha goude
ma vefe diskiantañ den a zo o vale ; — da vevel
dindani he devez tro atav da gaout keuz abred pe
ziwezhat.
Tapet on bet — met ne vin ket tapet ken ! — adalek hiziv me eo a raio holl labourioù an ti ha c’hwi holl labourioù ar maez. — C’hwi a vezo da gentañ ha me da eil hag en hent-se e vezin em renk.
Peger brav e vo bevañ amañ hiviziken. Ma talc’homp d’hor ger an eil hag egile.
Na laouen e vezin ha dibreder.
Laouen ha dibreder ! Ya ! ya ! laouen ha dibreder e c’hellot bezañ ha n’eo ket re abred ; — ar vuhez hon eus renet betek hen, n’eo ket ur vuhez ’oa !
Hiviziken c’hwi eo a vezo ar mestr... hag ar mestr e vezot pa lavaran deoc’h.
Hag ar mestr-se a vezo hegarat hag ur blijadur e vezo sentiñ outañ. Met, m’hel lavar deoc’h, amañ, kenetrezomp, ar voaz fall ho poa kemeret da gaout war un dro lostenn ha bragez, he doa lakaet va fenn da dreiñ war an tu enep.
Hiviziken, pep hini a vezo en e renk. — Va gwreg ne glasko ket ober he mevel ac’hanon. Eus va zu,
Me ne vin ket re strizh outi,
GOUEL
|