Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
TORFED AR FRER JUNIPER


pemoc’h-se. Ma ! Mont a ra yen e-keit ma chomomp da gontañ. Debrit, frer Goulaouig ; me a sello ouzhoc’h. (Lakaat a ra dezhañ ar plad war e varlenn ; azezañ a ra war ur skaoñ ; dirazañ, ar frer Goulaouig a zebr). C’hwez fall a zo gantañ ?

GOULAOUIG

N’eus ket… n’eus ket…

JUNIPER

N’eo ket poazhet mat ?

GOULAOUIG

O ! poazhet mat eo.

JUNIPER

Perak eta, e rit geizoù o tebriñ anezhañ ?

GOULAOUIG

Geizoù a ran en diavaez… abalamour em eus droug ouzhin va-unan o kavout anezhañ ker mat all. Em c’hof avat…

JUNIPER (o c’hoarzhin)

A a a a a a a a !

GOULAOUIG (o paouez debriñ)

Nann… nann… n’eo ket dleet din.

JUNIPER

Kendalc’hit, va breurig, ha chomit sioul ! Difenn a ran deoc’h rannañ ur gomz ken. Etre daou vegad e lavarot : « An Aotrou Doue a zo mat ». Livirit en ho spered ma ne fell ket deoc’h lavarout gant ho kenou.