Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
130
TORFED AR FRER JUNIPER


briñ. An dra-se a vo va gopr evit va foan. N’eus netra par da levenez ur breur da silañ levenez e kalon ur breur all. Ha, dre se, e welin sklaer, pe mat pe fall e oa ar menoz a zo bet degaset din. (Tostaat a ra ouzh ar frer Goulaouig.) Hola ! hola ! frer Goulaouig !

GOULAOUIG

Ha c’hwi an hini eo, frer Juniper ?

JUNIPER

Me an hini eo. Poent dihunañ. Nadoz an heol a vo graet ganti bremaik tro an horolaj ha deuet eo mare lein.

GOULAOUIG (o tihunañ)

Mare lein ?

JUNIPER

Ya ! Trec’het eo ar c’hleñved ha war wellaat emaoc’h, gwelout a ran. Dioueriñ a rafec’h ho lein ? Padal evit dont a-benn eus ar c’hleñved ez eo ret deoc’h debriñ ha debriñ mat. A-raok mont diouzh ar gêr, hon tad ha breur Fransez en deus kemennet din soursial ouzhoc’h e-keit ma vije bet o veajiñ, hag urzh hoc’h eus da sentiñ ouzhin. O foetañ hent dalc’hmat, amañ ahont e Bro-C’hall, e Bro-Spagn, en Douaroù Santel… hag o tebriñ predoù divare, ho stomok ne gav ket e gont.

Er vro-mañ, evit deomp kestañ hon tammig bara pemdeziek eus un toull-dor d’egile, an dud a zo boazet da reiñ, hemañ ur vi d’al lun, hennezh un tamm formaj d’ar meurzh, hennezh all a roio d’ar merc’her ur skouarn koulin soubinellet... ha d’ar gwener un draen pesk eus ar re gaerañ. Bep sizhun d’an hevelep deiz, e vez an hevelep pred, hag ar stomok a zo deuet da c’houzout vat e vicher. Boazet