zegenn hirr ha kaer e tisplegaz dirazho ar peb vrasa euz he lezenn zantel. O tiskenn ac’hano eo e kavaz var he hent ann den lor a zo hano anezhan enn Aviel hirio, hag a oue pareet raktal. Prestik goude e roaz ive ar iec’hed da vevel ar c’hantdener ; mes aoualc’h e vezo d’eomp, er gentel-ma, komz euz ar burzud kenta hebken.
Al lornez zo eur c’hlenved spountuz a ioa hag a zo c’hoaz stank er broiou tomm. Aliez e klevomp hano anezhan e lizeri Breuriez ar Feiz. Mad, hervez doktored ann Iliz, ar pec’hed marvel ha dreist holl ar pec’hed mezuz, a zo henvel ouz ar c’hlenved-ze hag a ra d’ann ene beza er stad heuzuz ma vez lakeat ar c’horf gant al lornez. Hogen hema : 1° oc’h en em zila er goad a ra d’ezhan trenka ; 2° a c’holo ann izili euz eur guiskat breinadurez ne c’hell den sellet outhan ; 3° a stag buhan diouz ann eil enn egile, hag abalamour da-ze neb zo skoet ganthan a dle chomm