Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/353

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 344 —

Lavaret a rea ennhi he-unan : M’ar gellan hebken touch he zae, me vezo pare. Ha Jezuz o tistrei hag o veza he guelet a lavaraz : Bezet fizianz, va merc’h, ho feiz e deuz ho pareet ; hag azaleg neuze, ar vaouez a oue iac’h. Pa oue diguezet Jezuz e ti ann den-ze, o velet eno sounerien hag eun toullad tud oc’h ober reuz, e lavaraz : It kuit, rak, ar plac’h iaouank n’eo ket maro, kousket eo hebken. Hag e reant goab anezhan. Pa oue kaset ann dud er meaz, Jezuz eat enn ti a grogaz enn he dourn, hag ar verc’h a zavaz. Hag ar brud a gement-ze en em skignaz tro-var-dro.


Merc’h Jair. — Ar c’hreg klanv gant ann divoada.


Setu adarre daou vurzud kaer great gant Hor Zalver : ar vuez roet d’eur plac'h iaouank nevez maro, hag ar iec’hed, d’eur vaouez klanv abaoue daouzeg vloaz. Gue-