Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/351

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 342 —

buez ; ha ma ne labouromp ket atao, ec’hiz sant Paol, evit Hor Zalver Jezuz-Krist, da vihana ne droimp morse eneb d’ezhan.

Eunn dra all a ve d’ober c’hoaz evit miret penn-da-benn ar gentel a lennomp enn Aviel hirio : Roit da Zezar ar pez a zell ouz Sezar, ha da Zoue, ar pez a ziguez da Zoue. Eur c’hristenn mad a baeo ar c’hargou a c’houlenner diganthan hervez lezenn he vro ; mes, aketus e vezo ive da rei eur guennek bennag evit Doue hag ar paour. Abel a ginnige d’an Holl-C’halloudeg ann dibab euz he loened. Ar Iuzevien a roe evit templ Jeruzalem ann degved euz ho madou bep bloaz. Ha c’hui, pa velit hoc’h iliz parrez o kueza enn he foull, ann aoteriou enn noaz, ar guiskamanchou sakr disliv ha didammet, ne rofec’h netra evit ho c’hempenn hag ho c’haeraat ?

Eur zellig brema ouzomp hon unan. Roet am euz-me bepred va spered ha va