Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/349

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 340 —

senti ouz ar re zo galvet da c’houarn ar vro, daoust ne blijfent ket kalz d’eomp. Ar gristenien vad a zo bet a viskoaz hag a vezo bepred aketusa da viret kement lezenn a zouger gant lealdet ha furnez. Souez eo eta e ve great gual vuez d’ezho ken aliez ; rak n’eo ket indhi a lakai dizurz e neb leac’h.

O veza krouer ha mestr da gement tra zo ennomp hag a ziaveaz d’eomp, Doue a c’helle ho derc’hel holl evithan. Koulzgoude en deuz ar vadelez da lezel eul loden ganeomp ha gant ar bed evel a ziskuez ar c’homsou-ma : Roit da Zezar ar pez a zell ouz Sezar, ha da Zoue, ar pez a ziguez d’ezhan.

Mes, petra a ziviz Doue diganeomp-ni ?

Goulenn a ra kaout perz enn hor spered hag enn hor c’haloun, hervez ar gentel-ma roet d’eomp gant ar Spered-Santel : Pone me ut signaculum super cor tuum. Ne zifenn ket ouzomp evesaat ouz hon tud, hon danvez hag hon ebatou memez,