Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 338 —

d’ezhan eunn diner. Neuze Jezuz a c’houlennaz outho : Piou a zo aze he skeuden hag he hano ? Sezar, emezho. Mad, eme Jezuz d’ezho, roit eta da Zezar ar pez zo da Zezar, ha da Zoue, ar pez zo da Zoue.


Lealdet e kenver Doue hag ar vro.


Seulvui oa karet Hor Zalver gant ar re all, seulvui oa kaseat gant ar Pharizianed ne glaskent nemed noazout d’ezhan e peb giz. Abalamour da ze eo e kasont d’he gaout darn euz ho diskibien, gant eur rumm dud a ioa karget aberz Herodez da zevel ar c’hargou evit ann impalaer. Oc’h ober outhan ar goulenn merket enn Aviel, e sonjent hen lakaat nec’hed ; rak ar Iuzevien a roe ho arc’hant enn despet d’ezho. Ma lavar, eme ar Pharizianed, eo ret paea, neuze, e vezo dilezet gantho ; ha ma ro ali da jomm heb ober, tud ar c’hargou hen diskuillo d’ar gouarnour.