Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/326

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 317 —

c’hoaz, petra dalveze beza hen digaset da doull ann or, pa ne c’hellent ket tostaat ouz Hor Zalver ! Enn ho flas, meur a hini o divije hen lezet eno, enn eur lavaret : « Mignoun keaz, ne oufemp ober ken evidoc’h. » Mes, ar re-ma o doa muioc’h eget ze a zalc’h ; ha me laka ar c’hlanvour ive a c’houlennaz digantho n’hen dilezjent ket, abalamour da Zoue. Penaoz bennag eo, pignat a rejont var ann ti (Sant Mark,ii,4) ha dre eunn toull great enn doen e tiskenjont ho den, guele hag all, eharz treid Jezuz a roaz d’ezhan ar iec’hed.

Nag a bec’herien, siouaz ! o defe ezomm ive da veza douget daved medisin ann eneou. Dinerzet holl gant eur gual voazamant bennag ne c’hellont, dreizho ho-unan, en em zizober diouz ann drouk-spered. Ra zeuio eta ar guir gristenien da gemeret truez outho. Dre bedennou ha kuzuliou fur ho c’hasint varzu Hor Zalver. N’eo ket souez avad en defe ar