dorrit unan pe unan euz ar gourc’hemennou all, dre eur pec’hed marvel bennag, kredi a rafec’h lavaret e karit Doue ?
Ann nesa eo kement den zo var ann douar, beteg hor guasa adversour ; evel-se n’eo ket eaz atao her c’haret. Eur c’halz re all zo c’hoaz ne vezint ket buhan hor mignounet. daoust n’o defe great droug ebet d’eomp. Darn n’o deuz vad ebet d’ober ; klask a reont sevel dreist ann holl ; ho zeod a zo lemm, ha marteze flemmuz eunn tammik ; dic’hras int a gorf pe a spered, etc. ; ar re-ze, a dra zûr, ne blijint ket d’eomp. Koulzgoude al lezenn a gemenn ho c’haret ; ho c’haret a dleomp hag a c’hellomp abalamour da Zoue, en deuz ho c’hrouet hag ho frenet evit ar baradoz.
Evit Jezuz-Krist, hor c’haloun a en em roi d’ezhan raktal m’Hen anavezo ; rak hennez a zo mad ha kaer a beb hent. Pell araog m'oa ganet, ar roue David a lavare e vije ar c’hoanta euz bugale ann