Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/297

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 288 —





TRIZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xvii.)


————


Er mareou-ze Jezuz a ioa o vont da Jerusalem dre greiz ar Samarii hag ar Galilee. Edo etal eur vourgaden pa ziguezaz var he hent deg den lor a jommaz a bell hag a zavaz ho mouez da lavaret : Jezuz, hor mestr, bezet truez ouzomp. Raktal m’ho guelaz, e lavaraz : It, en em ziskuezit d’ar veleien. Mes, epad ma’z eant, en em gavjont pare. Hag unan anezho, oc’h en em anaout pare, a zistroaz var he giz, enn eur drugarekaat Doue, a vouez huel. O kueza da dreid Hor Zalver, he dal beteg ann douar, e lavare bennoz d’ezhan : hogen, hennez a ioa Samaritan. Ha Jezuz a c’houlennaz outhan : Ann deg n’int-hi ket pare ? E pe leac’h ema eta ann nao