Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 284 —

eunn den a iliz c’hoaz, o veza diguezet el leac’h-ze ha guelet ann den, a ieaz gant he hent. Mes, eur Samaritan, o veachi ive, a ziguezaz enn he gichenn, hag en devoue truez ouz he velet. Tostaat a reaz outhan, hag e lienaz he c’houliou enn eur zivera eol ha guin varnezho. Goude, o veza hen savet var he loan, her c’hasaz d’eunn hoslaliri, hag e taolaz evez anezhan. Enn deiz varlerc’h e tennaz daou ziner euz he ialc’h da rei d’ann hostiz, enn eur lavaret : Grit guella ma c’hellot d’ann den-ma ; ha kement o pe dispignet enn tu all, me hen distaolo d’ehoc’h pa zeuinn enn dro. Pe hini euz ann tri ze a gav d’ehoc'h e oue nesa ann den a guezaz e kreiz al laeronn ? Ann hini a gemeraz truez outhan, eme ann doklor. Mad, eme Jezuz d’ezhan ; baleit ha grit er memez tra.