Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —






NAVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xix.)


————


D’ar mare-ze, Jezuz a ioa diguezet tost da Jerusalem, hag o velel kear, e skuillaz daelou varnezhi, eun eur lavaret : Ah ma pije anavezet, te ive da vihana enn deiz-ma zo d’id c’hoaz, petra c’helle rei d’id ar peoc’h ! Mes, ann traou-ze a zo brema kuzet d’az daoulagad. Rak-ze, doot a rai varnoud eunn amzer ma rei da enebourien kleuziou enn dro d’id, ma leuint d’az kelc’ha ha d’az guaska a bep tu. Da deuler a raint d’ann douar gant ar vugale a zo ennoud, ha ne lezint ket ac’hanoud daou vean enn eur bern, abalamour n’ec’h euz ket anavezet ann deiz ma teue Doue davedoud. O veza eat neuze enn templ ec’h en em lakeaz da boulza kuit ar re