Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —

great euz danvez ar mestr braz. « Penaoz, emezhi, c’hui maget gant eunn tad hag eur vamm gristen, ha skoliet evit ar guella, c’hui na rit koulz lavaret pedenn ebet mui, a jomm aliez heb oferenn, ne zakramantit nemed da bask, ha c’hoaz, e pe zoare ! Penaoz, ho teod, roet d’ehoc’h evit meuli Doue, ne oar nemed blasphemi, drouk-pedi, mallozi, dispenn brud-vad ann nesa ha laosker komsou louz, goest da goll eneou dinam ! Quid hoc audio de te ! Penaoz, ho skiant a ia diganeoc’h dre ar vesventi ; hag ar pec’hed mezuz a ro d’ehoc’h eunn henveledigez all gant al loened mud ! Penaoz, e leac’h rei aluzenn d’ar paour c’hui a gemer tra ho nesa ! Penaoz, pa ve dleet d’ehoc’h gant ho kouiziegez kelenn ann dud dizesk c’hui ho foulz eneb da Zoue ha d’he Iliz ? Selaouit eunn nebeut mouez ho koustianz hag e klevot ganthi ar rebechou-ze pe re all henvel outho.

Mes, daoust ha guir e vezo bepred ar