Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 260 —

d’ann iliz, hervez ho peadra ; bezet truez ouz ann neb zo e poan ; roit kuzul vad d’ar re o defe ezomm ; enn eur ger, mirit gourc’hemennou Doue, hag e tougot aleiz a frouez mad.

Neuze, e leac’h beza troc’het ha stlapet enn tân, evel eur vezenn didalvez, c’hui a vezo lakeat gant dourn Jezuz e liorz ar baradoz. Evelse-bezet-great.





EIZVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. xvi.)


————


Er mare-ze Jezuz a gomsaz c’hoaz evelhenn ouz he ziskibien : Bez’ e oa eunn den pinvidig, ha d’ezhan eur merer ; ha, dirag ar mestr hema a oue tamallet da veza great gual zispign euz ann danvez. Ann Aotrou her galvaz hag a lavaraz d’ezhan : petra eo a glevann-me divar ho penn ? Diskuezit penaoz