Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

zevel dreist ar re all abalamour d’ar gened, d’ann nerz, d’ar skiant, d’ann danvez roet d’eomp gant Doue ; ar pez zo droug eo klask beza meulet gant ann dud evit ann nebeudik vad on defe great.

Evit sant Iann, ouspenn en em izelaat he unan, a fell d’ezhan ober meuleudi ann hini a zo c’hoaz dianavezet gant ar Iuzevien. Rak, petra ne vezo ket galloud ha santelez ar Mesias, pa lavar ar Badezour ker brudet n’eo ket din da ziliamma he voutou d’ezhan ! Dishenvel braz eo diouthan eur c'halz kristenien ne c’houzanvont ket klevet ann distera vad euz ho nesa. Pa reot meuleudi eunn all bennag dirazho emaint raktal ankeniet evel pa vec’h o kemeret divar ho c’houst ; ker buban e klaskfent drouk da lavaret euz ann den-ze. Ar re-ze zo techet da bec’hed Lusifer a guezaz enn ifern evit beza c’hoanteat sevel re huel er Baradoz.

Pedenn. — O va Zalver, dre oberou

koulz ha dre gomsou oc’h euz desket

2