Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

n’eo ket hen ar Mesias ; ha guir eo kement-ze. Mes, heb ma vije ar Christ, Mab Doue, e c’helle beza great stad anezhan evel euz eur prophet a gelenne ann holl gant eur furnez burzuduz hag a ioa he-unan eur mellezour a zantelez. Rak-ze, gant aoun na ve savet dreist ar re all e lavaro c’hoaz evit troc’ha berr da gaoziou ar Iuzevien : « Pell dioc’h beza Elias pe eur prophet braz bennag, me n’ounn ket din da ziliamma boutou ar Mesias. »

Evel-se o deuz great ar zent e peb amzer. Petra bennag ma reant pinijennou skrijuz ha ma tremenent ann deiz hag ann noz o pedi ; goude beza dilezet ar bed ha dioueret pep tra ; daoust ma vevent ec’hiz elez var ann douar, e c’hoanteant beza kemenet evit pec’herien baour, ha ne c’houlennent nemed beza kaseat ha disprijet gant ann holl. E pe leac’h e kafec’h brema kristenien henvel ouz ar re-ze ?

N’ema ket pep unan o klask kuzat