Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/232

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —

nomp skleroc’h c’hoaz ar virionez-ma, pa gemenner d’ann Ebestel kelenn ann holl dad euz ar bed hag ho badeza enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. Ar c’homsou-ze e zesk d’eomp ive e fell da Jezuz e vemp dleourien da dri fersoun ann Dreindet euz silvidigez hon ene. Rak mar d’eo Hen hebken a c’hounezaz ar madou kaer a gavomp er vadiziant hag er zakramanchou all, ne vezont roet d’eomp nemed enn hano ann Dreindet. Abalamour da ze e velit ar vamm gristen o kas enn dro dourn he bugelik d’ober sin ar groaz kentre ma c’hell he deot lavaret hano ann tri fersonn o deuz hen merket evit ar baradoz.

Evidomp-ni, o c’honzout eo ann Tad en deuz hor c’hrouet evit euruzdet ann env ; eo ar Mab a asprenaz hon eneou guerzet d’ann ifern dre ar pec’hed ; eo ar Spered-Santel a zeu ken aliez da walc’hi hor c’halonn ha d’he c’haeraat dre c’hrasou nevez, bezomp aketuz da veuli ha da dru-