Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —

jadenn ha tec’het, d’eomp-ni eo bepred eaz hen ober. Pa garimp ni hor bezo adarre kement hag on euz kollet ha muioc’h marteze. Poulzomp ann diaoul hag ar pec’hed pell diouz hor c’haloun, ha pedomp ar Spered-Santel da renevezi ennomp he holl c’hrasou. Ia, unanomp hor moueziou gant hini ann Iliz, hor Mamm, evit kana pe lavaret ar c’homsou kaer-ma euz a ofis ar Pantekost : Deuit, Spered-Santel, ni ho ped, da sklerijenna hon ene ha d’hen tomma gant tân ar guir garantez. Heb d’hoc’h n’euz vad ebet ennomp. Goude beza gualc’het louzdoni ar pec’het pareit ive hor gouliou ; henchit hon treid varzu ar baradoz, ha roit d’eomp ann euruzdet a bado da virviken. Evelse-bezet-great.


————