Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 213 —
LUN AR PANTEKOST
(Sant Iann, Chab. iii.)
————
Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz da Nikodem : Doue eo deuz kement karet ann dud, m’eo deuz roet he Vab unik evit ne vezo ket kollet, mes, m’o devezo ar vuez eternel, ken aliez hini a gredo ennhan. Rak n'en deuz ket digaset he Vab var ann douar evit barn ar bed, mes, evit ma vezo salvet ar bed dreizhan. Neb a gred ennhan n’eo ket skoet ; evit neb ne gred ket a zo dija kollet, abalamour ne gred ket e hano mab unik ann Aotrou Doue. Hag ar penn-abeg euz ar varnedigez-ze eo m’e deuet ar sklerijenn er bed, hag ann dud o deuz karet ann devalijenn muioc’h eged ar sklerijenn ; hag ann dra-ze abalamour m’oa fall ho oberou. Rak, kement