Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 211 —

al labour-ze. Hogen, setu ama penaoz e c’hoarvezaz ar burzud-ze.

Epad m’edont holl o pedi er Gambr-lid, e oue klevet, eme zant Lukas, evel trouz eur barr avel a leuniaz ann ti, ha ker buhan, a zioc’h penn pep hini anezho e veljot ec’hiz teodou tân, ha setu hi peurgarget euz ar Spered-Santel, hag o komz meur a iez n’o doa biskoaz desket.

E Jerusalem, d’ar mareou-ze, ez oa tud a bep korn euz ann douar, hag eaz eo gouzout e ouent sebezet o velet kement all. Evit guir, souezuz oa e vije deuet ann ebestel ker gouiziek enn eunn taol ; mes, eunn dra souezusoc'h c’hoaz, pa reant eur brezegenn dirag ann holl divroidi-ze, pep unan ho c’houmprene evel ma klevje gantho iez he vro.

Pegen dishenvel eo brema ann ebestel diouz ar pez ma’z oant guechall ! Pa ziguezaz enebourien Jezuz er Jardin Olived e redent da guzat heb m’en divije den lavaret ger d’ezho ! Pa felle d’Hor