Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

ro ar bed. Arabat e teufe ho kaloun da gemeret nec’h na spount ebet. Ya c’hlevet oc’h euz o lavaret d’ehoc’h : Me zo o vont kuit hag a zen adarre davedoc’h. Mar am c’harfec’h, a dra zûr e vec’h laouen pa’z an daved va Zad ; rak, va Zad zo brasoc’h egedhon. Ha brema hen lavaran d’ehoc’h araok ma tiguezo, evit ma kredot pa vezo diguezet. Ne gomzin nemeur ouzoc’h mui. Rak, setu mestr ar bed-ma o tont, petra bennag n’en deuz guir ebet varnhon-me. Mes, ret eo evit ma ouezo ann dud e karan va Zad, hag e ran hervez ar gourchemenn great d’inn gant va Zad.


Grasou ar Spered-Santel.


Gant aoun na vijent re ankeniet pa’z aje digantho, Jezuz a lavaraz meur a vech d’he ebestel n’ho lesje ket ec’hiz emzivaded var ann douar. Pa vezo eat