telez ; rak ma vijen bet eur gaouiad hag eur pec’her ec'hiz ma tamallent d’inn beza, n’edo ket va flas er baradoz. Dre gement-ze e velint ive oa deread teuler enn traon galloud ann diaoul a deuaz, dre laeronsi, da veza roue ar bed ; hag ann neb a zalc’ho d’her servicha a vezo evedhan stlapet enn ifern.
Evit gouzout ha ni on euz eur guir garantez e kenver Doue, guelomp ha klask a reomp he c’hloar kent eged hor mad pe hor plijadur hon unan. Ma ne fell d’eomp gouzanv na dioueret netra evithan, neuze daoust ma tremenfemp evit kristenien, n’her c’haromp ket ec’hiz ma tle ha ma c’houlenn beza karet.
Pedenn. — O va Zalver, evel ho tiskibien genta am be c’hoant d’ho kaout ato em c’hichenn, rak ganehoc’h eo brao hag eaz beva ; mes, mar d’eo talvoudekoc’h d’ho kloar ha d’am zilvidigez e ven ec’hiz dilezet ganehoc’h, er c’hlac’har hag enn dristidigez, ra vezo great ho polontez santel !