Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 127 —

tanva euz dudi ha levenez ar baradoz. Gouzout a rit petra a lavare Jezuz d’ar beleg Ananii, p’her c’hasaz da barea daoulagad sant Paol a ioa bet skoët dall var hent Damaz : ann den-ze a zo dibabet ganen evit prezeg va hano dirag ar boblou, ar rouaned ha bugale Israël, ha me a zesko d’ezhan pegement en devezo da c’houzanv evit ar feiz. Mes, ma oue tenn he labour, eunn deiz en em gavaz douget beteg hueldet ann Env, ha pa ziskennaz ac’hano ne c’houie ket, penaoz diskleria ann traou kaer en doa guelet.

Rak-ze, m’ar plij gant Jezuz ho kervel da eva eul lodenn euz kalir c’huero he basion, kemerit-hen heb aoun na damant ebet. Evit ho tigoll, er bed-ma, e tispako dirazoc'h eur skeudenn euz he c’hloar pe e roi d’ehoc’h da anaout holl c’hened hag holl douzder he galoun, ken na c’hellot lavaret evel sant Paol: « E kreiz va zrubuillou en em gavan enn eur mor a levenez. »