Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

laoskaat. Evit guir, dirag ho daoulagad oa c’hoarvezet eunn niver braz a vurzudou a roe da anaout e Jezuz da nebeuta eur mignoun da Zoue. Mes, meur a hini euz ar bropheted o devoa great traou souezuz evel-se, ha n’oant koulzgoude nemed tud henvel ouz ar re all ; hag Hor Zalver a dlie tremen evit Mab ann Doue holl-c’halloudeg, evel ma’z oa e guirionez. Rak-ze e fell d’ezhan rei d’he ziskibien eur merk a ziskuezo skleroc’h petra eo.

N’oa ket ret evelato e veljent holl ar burzud nevez-ma. Aoualc’h oa e vije eunn nebeut testou goest d’hen lavaret d’ar re all a c’helle kredi var ho ger. Ne gemer eta ganthan nemed tri anezho. Mes, perak Per, Jakez ha Iann kent eged ar re all ? Abalamour, eme zant Iann Damaseenn, Per a ioa dibabet evit beza ar penn hag ar mean diazez euz ann Iliz ; sant Jakez a dlie, ar c’henta, skuill he c’hoad evit ar feiz ; ha sant Iann, pep unan her goar, oa