Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

ket dre ar brasa dizursiou d’her staga adarre ouz ar Groaz ?

Guechall d’ar mare-ma euz ar bloaz, kerent, amezeien ha mignouned a rea ken etrezho eur pred guelloc’hik eged kustum, araok ma tigore ar C’horaiz a ioa miret mad gant hon tadou. Brema, pa ne reer koulz lavaret mui vijil ebet n’euz ket ive a zigarez d’ober meurlarjez. Ne gavomp ket fall evelato guelet derc’hel d’ar c’hiz, rak ma c’hell maga ar garantez etouez ann dud. Ar pez zo drouk eo ar mesventiou enn hostaliri pe er gear, hag ar blasfemou ha leou-douet a zeu varlerc’h. Ar pez zo droug eo ann dansou deiz ha noz, gant ar c’homsou louz hag ebatou mezuz a dennont d’ho heul. Aze eo e renevezer, hervez lavar sant Paol, Pasion Jezuz-Krist. Evit digoll ann dismegans great d’ezhan ha mirout na skofe ar bec’herien a greiz ho follenteziou, eo e vez Adorasion ar Zakramant e meur a barrez epad ann amzer-ze. Neb ne goum-