Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

euz poaniet hed ann deiz ha dirag ann heol bero ! Mes, o respount d’unan anezho, hema a lavaraz : Va mignoun, ne ran gaou ebet ouzoc’h. N’eo ket eunn diner oa ar priz great ganeoc’h ha me ? Kemerit ho tra ha baleit ; rak d’ann diveza-ma e fell d’inn rei kement ha d’ehoc’hui. Daoust ha difennet e ve d’inn me ober ar pez am euz c’hoant ? Poan a ra d’ehoc’h guelet ez ounn me madelezuz ? Evel-se, ar re ziveza a vezo da genta, hag ar re genta da ziveza ; rak kalz tud a zo galvet, mes, nebeut a zo dibabet.


Servicherien Doue.


O klevet komz euz a dud deuet da unneg heur, hag echu raktal ho dervez gantho, meur a hini a c’helfe beza souezet. Mes, setu ama penaoz eo. Ar Iuzevien ne gontent ket ho amzer dioc’h ar peder heur var’nn-ugent eveldomp-ni. Daouzeg heur a lakeant evit ann noz ha