Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/467

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 451 —


Tec’het a reomp d’ar meneziou.
Hor priejou a zilezomp
Etouez loenet gouez e vevomp.
Ar galon brema n’hon eus ket
Da lacat bugale er bed,
Ha da garga a dud eur vro
So sunet ganeoc’h er veo.
Ar re zo e buez ganeomp,
Ho guelet maro a fell deomp.
Goassa so, ho couarnerien
Hon desk da veza muntrerien ;
N’ho deus nemet fallagriez
Da ziskuez deomp ha follentez.
Eveldo prest ar vretoned
Laeron, ep mar, a ve guelet.
Rag setu kement a velan,
E Rom beptu dre ma kerzan.
Ma n’oc’h eus ket aour da brofi,
Na mantei scarleg da rei,
Bouzar vezo ar varnerien,
Dilavar vezo al lezen,
Nep en do izom anezo
Labour gortoz en devezo.
Re zeac’h, m’oar vad, em eus comzet,
Ha pell zo oun deoc’h displijet ;
Tevel a ran ; roit ar maro
D’an nep en em glem ker garo. »
Neuze va c’houer, ed he lanchen
Var an douar en em asten ;
Ha pep unan voa souezet
Pa voa ’r c’houeriat gourvezet
O velet da eun den gouez
Kement a speret, a furnez.
Nobl e voue great, ha setu’n droug
A dennas he goms var he choug.
Gouarnerien a voue chenchet
Dre scrit var baper oue laket
Dre urs ar Senet penn da benn
Evel pez caer he brezegen,
Evit ma serviche da skuer
Var he lerc’h da bep prezeger.
Mes e Rom ne badas ket pell
Ar c’hiz da goms ken didroel.

————


AR GOSNI O TOSTAAT.
————

An oad a deu, discar a rez,
Mil dra hen lavar dit, den kez.
An doen laket d’as golo
A zo touilet gant ar glao ;
Caer ac’h eus dresa, penseillat,
Fall ato tachad pe dachad.
Ne veler mui fresk da liou
Da iaouankis zo eat ebiou.
Da dal gant ridou zo griet,
Da zrem oll dishenvelebet ;
Da bennad bleo, du pe velen,
A rea d’as penn eur gurunen ;
Brema int gris, guenn marteze,
Nemet ho c’hollet e pefe,
Ha na ve deut hirio da benn,
Ker moal evel eun irvinen.
Evelse bep bloaz e veler,
Ar guez, glaz en nevez amzer,
Ar goanv calet dre ma tosta,
A losk ho deliou da goeza.
Da himor vad a zo troet ;
Guechall e voas laouen bepret,
Hirio da benn a zo tenval
Ne rez mui nemet guidreal,
Ha ne ket souez, rak tra pe dra,
Zo dalc’h mad oc’h da zieza.
Vi pe labous ato bemdez ;
Deac’h oa crog enhout al laerez,
Hirio ’ma’r rem oc’h da voasca,
Varc’hoaz e teui’r paz d’as crigna ;
Er mintin-ma e poa beriou,
Eber, poan galon ha bilou.
Pa zez en hent, ar ber halan,
A ia d’as c’heul buan ha buan,
Ha pa chomez ep trevelli
Ema cropet da izili.
Tenval ez eo deut da velet,
Da ziscouarn zo anter stanket,
Da zaouarn zo ampafalek,
Ha da zivesker gravazek ;
Da vlas zoken a zo troet,
Ar pez a voa kent da vouet
Evidout brema zo c’hoero ;
Gant eun netra out skuis maro.
Crom eo da chouk, ha me lavar,
Dre ma sellez oc’h an douar,
Emaout o clask an ardemez
Euz al leac’h ma touili da vez.
— Oh ! a leverez, me voar vad
Ema ar gosni o tostaat !
— Te hen lavar, mes te her c’hred ?
Aoun braz am eus ne rafez ket.
Ouz ar gosni, mar dout maouez,
A bep seurt louzou a glaskez ;